Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

An Aotroù, va lod-hêrezh

par Andrev

publié dans Alba , Albion , Ar Sent , Breizh , Bretagne , Brezhoneg , Britain , Britannien , Celtes , De Excidio et Conquestu Britanniae , Evit bevañ gant levenez , Feiz , Foi , Ireland , Iwerzhon , Keltia , Pedenn , sent Breizh

 

 

 

Mirit-me, Aotrou Doue,
rak ennoc'h e klaskan va goudor.
D'an Aotroù e lavaran : «C'hwi eo va Aotroù,
n'eus eurvad ebet evidon nemet ennoc'h.»

Holl idoloù a vro,
an doueed am boa roet dezho va c’harantez,
ne baouezont ket da astenn o reuz.
Ar re avat a red war-lerc'h an idoloù,
ar re-se a lakaio o foanioù da greskiñ.
Nann, n'in ket da skuilhañ gwad d'an doueoù,
ha ne savo ket o anvioù d'am muzelloù.

Aotroù, c'hwi eo va lod, va c'haliriad :
c'hwi an hini a zalc'h va flanedenn en ho taouarn.
Ar gordenn he deus muzuliet din un dachenn a zudi ;
ya, va lod-hêrezh a zo evidon levenez vras !

Bennigañ a rin an Aotrou a ro din e guzulioù ;
zoken e-pad an noz am c'helenn va c'halon.
An Aotroù am bez dalc'hmat dirak va sell ;
emañ a-zehoù din, ne vrañsellin ket.

Gant se eo laouen va c'halon, hag e trid va ene ;
va c'horf zoken a ziskuizho e surentez.
Rak ne zilezot ket va buhez e dalc'h ar marv,
ne lezot ket ho sant da welout ar vreinadurezh.

Diskouez a reot din hent ar vuhez,
leunder al levenez en ho splannder !
Plijadurezh a-zehoù deoc'h da virviken !

*

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article